Tri Yann - An Tourter Lyrics | FAST DOWNLOAD

An Tourter

Benveg an diaoul, ô petra 'rez?
Dizah 'r bleuz, diskar ar gwéz!
Freuza 'r park, karga an hent!
Diskolpa 'r menez gand da zent!
Mahagna 'rez ar parkeier
An drevajou, ar hoajeier
Frigasa 'rez yeot ar 'foenneg
Ha diskolpa brug al lanneg
'Vel eun taro dall pennfollet
E tourter kriz 'vel dirrolet
Eun druez eo flastra glazur!
Ober labour ken dinatur!
Ouz da zilehr ne jom nemed
Gwez toull-govet, glazvez breset...
Eur brén-douar ne rafe két
Gwasoh dismantr e leh e-bed
Da storlokou, pell, a drégern
Muioh eged eun trouz ivern
Da harvanou a zo euzuz
Ha da êzenn a zo fleuriuz
Piou an diaoul e-neus ijinet
Eur seurt benveg ken milliget?
A laz, a sko 'vel eun treitour
A ra d'an dén chom dilabour...
Benveg ganet 'kreiz ar brezel
Tres an ivern war beb ezel
Ganit e klever c'hwéz ar poultr...
Kerz kuit da strakal gand ar foultr

Date Added: 2017-08-25
Comments
0 (1 votes)
Artist Information
Newest Lyrics